1941 : Breizh mac’hagnet gant
renadurezh Vichy
Gant an daou zekred eus an 30 a viz Mezheven 1941,
bet sinet gant ar Marichal Pétain hag an Amiral
Darlan, e voe diempret Breizh diouzh he c’hêrbenn
istorel, An Naoned. Diazezet e voe « Rannvro Roazhon
», enni pevar departamant hepken (Penn-Ar-Bed,
Il-ha-Gwilun, Aodoù-an-Hanternoz (bremañ
Aodoù-an-Arvor) hag ar Mor-bihan) e-lec’h pemp.
Abaoe 1941 eta e pad an direizhder-se hep na savfe mennad
ebet a-berzh ar c’houarnamantoù gall da cheñch
doare an traoù, ar c’hontrol eo, peogwir e lakaas
lezenn 1972 war ar « rannvroelaat » an traoù
da vezañ gwashoc’h ha luzietoc’h :
- Adkemer a reas « Rannvro Roazhon » evel
m’edo bet savet gant Vichy evit reiñ dezhi un
anv direizh : « Breizh » ;
- Diazezañ a reas ur « Rannvro Broioù-al-Liger
» n’he deus unvaniezh gwirion ebet, ha dibab a
reas An Naoned da Gêrbenn, daoust dezhi bezañ
anavezet mat evel « Kêrbenn Duged Breizh
» !...

DASTUMAD
Tamm-ha-tamm eta ez eo bet enbarzhet Breizh ouzh Frañs,
diwar :
- Gwallerezh kevrat-priediñ Anna Vreizh gant
Frañsez Kentañ, ur c’hevrat a oa bet savet
padal da virout dishual an dugelezh ;
- Gwallerezh gwirioù Breizh gant an daou renad
tidelañ he deus anavezet Frañs, da lavarout
eo an Dispac’h Gall gant nozvezh ar 4 a vie Eost 1789
o kas d’ar blotoù Feuremglev 1532 ha Renad Vichy
a lakaas hor C’hêrbenn istorel er-maez eus ur
« Rannvro Breizh » a zisrann ar gwir Vreizh
e daou damm (30 a viz Mezheven 1941).
|