Tudjentil
Breizh
:
Ur gevredigezh nevez a zo ac'hanomp, bet diazezet gant
seizh den yaouank a-walc'h, a denn o orin a diegezhioù
nobl a Vreizh pe o chom e Breizh.
Evel an darn vuiañ a vretoned eus hon oad-ni
n'omp ket bet desavet e brezhoneg, daoust ma oa gouest
lod eus hon tud kozh da vrezhonegañ, hogen meur
a hini ac'hanomp en deus desket yezh o zadoù-kozh
dioutañ e-unan dre gentelioù noz da skouer
(trugarez da Skol An Emsav !) :
Hiziv daou ac'hanomp a gelenn ar yezh ha lod eus hor
bugale a zesk ar yezh adalek ar skol-vamm er rouedadoù
divyezhek DIWAN (ensoubidigezh), DIHUN (katolik), DIV
YEZH (a-berzh Stad).
Gant al lec'hienn-mañ e karfemp reiñ
un gwel bennak war binvidigezh sevenadurel hag istorel Breizh. Meur a hini ac'hanomp,
evel gwechall pirc'hirined vat ar vro, en deus graet hent an Dro Vreizh
(a zo roet lañs dezhañ en-dro e 1994) a dremen dre
seizh eskopti Breizh.
Ur preder donoc'h hol laka da soñjal e c'hell
an talvoudoù brokus a zo stag ouzh Noblañs
ar Vro talvezout evit ar gevredigezh a vremañ.
Obererezhioù pleustrek diouzh ar spered-se eo
ar pezh a ginnig hor c'hevredigezh TUDJENTIL BREIZH
(da skouer : skoazellañ bugale tiegezhioù
paour, tud dilabour war hir dermen, darnaouiñ
predoù e-pad ar goañv da dud dilojeiz…)
.
|