Ar Gevredigezh

- Piv Omp?

-Tudjentil

- Breizh
Noblañs Breizh


-Tiegezhioù o treistpadout

- Gerioù-Stur Brezhonek

- Noblañs Breizh en istor

Istor Breizh

Pemp bloaziad penndalc'hel :

- 845
- 1488
- 1532
- 1789
- 1941

 Yezh ha Sevenadur Breizh

-

 Deskiñ Brezhoneg

- Diwan
- Div Yezh
- Dihun

Ar Gevredigezh

 



 

Digoradur : Pemp bloaziad penndalc’hel evit kompren

Ma vez klasket bloaziadoù pennañ istor ur vroad e ranker kemer ar re a verk he dishualded pe re he sujidigezh ouzh ur galloud distag dezhi. Pemp bloaziad penndalc’hel a c’heller kavout e argerzh-enbarzhañ Breizh ouzh hec’h amzezeg galloudus : Rouantelezh Frañs ha goude-se Republik Frañs :


 
Xavier Langleiz

845 : Breizh dishualet

Gant an impalaer karolingat Loeiz an Deol (mab ha warlerc’hier Karl-veur) e oa bet lakaet Nevenoe da C’houarnour war Vreizh. Da heul tremenvan an impalaer en em savas Nevenoe pa oa tri mab an impalaer o lodennañ impaleriezh o zad. Unan anezho, Charlez ar Moal, en doa bet da hêrezh Breizh ha Fransia hag a glaskas lakaat en-dro arVretoned dindan e gabestr, o vont dreist ar ster-Wilun gant ul lu frank bras a-walc’h. Trec’het e voe e Ballon, tost da Redon, gant marc’hegerien vrezhon niverus a sourprenas al lu frank. Abalamour da gudennoù niverus e lec’hioù all eus e rouantelezh ez anavezas Charlez ar Moal dishualded Breizh. Diwar-se ez anavezas Nevenoe evel Roue kentañ an holl Vretoned.