Ar Gevredigezh

- Piv Omp?

-Tudjentil

- Breizh
Noblañs Breizh


-Tiegezhioù o treistpadout

- Gerioù-Stur Brezhonek

- Noblañs Breizh en istor

Istor Breizh

Pemp bloaziad penndalc'hel :

- 845
- 1488
- 1532
- 1789
- 1941

 Yezh ha Sevenadur Breizh

-

 Deskiñ Brezhoneg

- Diwan
- Div Yezh
- Dihun

Ar Gevredigezh

 



 


1789 : Emrenerez Breizh kollet

Nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 a lammas kuit an holl brientoù, forzh pe re e vefent :

- Ar brientoù hiniennel a aotrouniezh, a save da amzer ar c’hladdalc’helezh (tell war an holen, tailh,…), diamzeriet an holl anezho ;

- Ar brientoù proviñsel (a anver hiziv emrenerezh pe digreizennerezh) a zalc’he kont eus ar feuremglevioù a-ziforc’h a oa bet graet gant broadoù a oa dizalc’h gwechall, hag a oa ganto, e Breizh pergen, diforc’hioù gwirion a-fed yezh ha sevenadur da skouer. An Dispac’h Gall a reas ur gaou spontus da bobl ar Vretoned o nac’h dezho o gwirioù tra ma ranker anzav o doa doujet dre vras ar Rouaned C’hall ouzh emrenerezh ar vro…

D’an 22 a viz Kerzu 1789 ouzhpenn-se e voe diskaret rannadur melestradel henvoazel Breizh. Abaoe Nevenoe e oa bet melestret ar vro o kemer da ziazez ar seizh eskobiezh ha diwar neuze e voe rannet e pemp rannbarzh, pemp departamant na zalc’hont kont ebet da skouer eus gwirvoudoù yezhel kornog ar vro : Eskopti Landreger, dezhañ un hennadelezh hag ur rannyezh vrezhonek unvan a-walc’h a voe rannet etre daou departamant, hag eskopti Kernev etre tri departamant !