Ar Gevredigezh

- Piv Omp?

-Tudjentil

- Breizh
Noblañs Breizh


-Tiegezhioù o treistpadout

- Gerioù-Stur Brezhonek

- Noblañs Breizh en istor

Istor Breizh

Pemp bloaziad penndalc'hel :

- 845
- 1488
- 1532
- 1789
- 1941

 Yezh ha Sevenadur Breizh

-

Deskiñ Brezhoneg

- Diwan
- Div Yezh
- Dihun

Ar Gevredigezh

 



 

Tudjentil Breizh :

Ur gevredigezh nevez a zo ac'hanomp, bet diazezet gant seizh den yaouank a-walc'h, a denn o orin a diegezhioù nobl a Vreizh pe o chom e Breizh.

Evel an darn vuiañ a vretoned eus hon oad-ni n'omp ket bet desavet e brezhoneg, daoust ma oa gouest lod eus hon tud kozh da vrezhonegañ, hogen meur a hini ac'hanomp en deus desket yezh o zadoù-kozh dioutañ e-unan dre gentelioù noz da skouer (trugarez da Skol An Emsav !) :
Hiziv daou ac'hanomp a gelenn ar yezh ha lod eus hor bugale a zesk ar yezh adalek ar skol-vamm er rouedadoù divyezhek DIWAN (ensoubidigezh), DIHUN (katolik), DIV YEZH (a-berzh Stad).

Gant al lec'hienn-mañ e karfemp reiñ un gwel bennak war binvidigezh sevenadurel hag istorel Breizh. Meur a hini ac'hanomp, evel gwechall pirc'hirined vat ar vro, en deus graet hent an Dro Vreizh (a zo roet lañs dezhañ en-dro e 1994) a dremen dre seizh eskopti Breizh.

Ur preder donoc'h hol laka da soñjal e c'hell an talvoudoù brokus a zo stag ouzh Noblañs ar Vro talvezout evit ar gevredigezh a vremañ. Obererezhioù pleustrek diouzh ar spered-se eo ar pezh a ginnig hor c'hevredigezh TUDJENTIL BREIZH (da skouer : skoazellañ bugale tiegezhioù paour, tud dilabour war hir dermen, darnaouiñ predoù e-pad ar goañv da dud dilojeiz…)