Ar Gevredigezh

- Piv Omp?

-Tudjentil

- Breizh
Noblañs Breizh


-Tiegezhioù o treistpadout

- Gerioù-Stur Brezhonek

- Noblañs Breizh en istor

Istor Breizh

Pemp bloaziad penndalc'hel :

- 845
- 1488
- 1532
- 1789
- 1941

 Yezh ha Sevenadur Breizh

-

 Deskiñ Brezhoneg

- Diwan
- Div Yezh
- Dihun

Ar Gevredigezh



Degemer mat !
Bienvenue sur notre site !

 

Diwar an tri mil tiegezh breizhat eus an noblañs a oa da zerc'hent an Dispac'h Gall, ne chom ken nemet un tammig ouzhpenn tri c'hant anezho. Mont a reont d'ober evelkent war-dro dek dre gant eus an tiegezhioù a noblañs gwiriekaet e Frañs, ul lodenn gaer anezho o sevel d'an noblañs a gozh (noblañs a varc'hegiezh : a-raok 1400).

Un nebeut tiegezhioù breizhad eus an noblañs a zo anavezet mat dre m'o deus roet moraerion o deus roet o anv d'un enezeg pell digenvez (Kergelenn), da inizi eus ar Mor Habask (Kermadeg) ha zoken da arsavlec'hioù ar metro e Pariz (Menez-Piked). Imbourc'hadennoù nevez war an istor o deus lakaet war wel noblañsoù breizhat aet kuit diwar an eñvor evel Reun Madeg (deuet da vezañ Nabab en Indez), ar marc'heg a Sant-Alouarn (a zizoloas Aostralia) pe ar marc'heg a Gerlêreg (gouarnour diwezhañ bro-Louiziana).

Hiziv, gant tud anavezet ar Vageerezh dre lien evel Olier Kersaozon a Benn-an-Drev pe Rafaela Govello an Timat, a zo o-daou eus tiegezhioù kozhañ ar vro, emeur o kenderc'hel gant hengoun troioù-kaer ar voraerion. Tudennoù o plediñ gant ar politikerezh, evel Jil Robien (Maodiern an Douzegerezh) pe an Dug Josilin a Roc'han (bet kadoriad Kuzul Rannvro Breizh) a gendalc'h ivez un hengoun a servijerion eus ar Stad C'hall, bet kroget gant ar Gonetabled Gwesklin pe Arzhur Richmond (a zeuio da vezañ Arzhur III a Vreizh).

Raphaela Le Gouvello : première femme à avoir traversé l'océan Atlantique, l'océan Pacifique et l'Océan Indien (Juin 2006) en planche à voile.






D'après un sondage de Bretagne Magazine N° 21 (Eté 2003), Olivier de Kersauson a été élu le meilleur ambassadeur de la Bretagne !

Koulskoude n'o deus ar pep brasañ eus an tiegezhioù breizhat a noblañs en deiz a hiziv, ar re a zo c'hoazh gwriziennet don en o gladoù kentidik, nemet ur brud lec'hel, anavezet ha doujet hepken gant an dud diwar-dro. Diwar o fenn e c'heller menegiñ hag adlavarout barnadenn Ernest Renan en naontekvet kantved : "An noblañs breizhat gwirion a oa anezhi pennoù-parrezioù, re gentañ ar bobl, eus an hevelep orin ganti, o perc'hennañ diwar hêrezh ar gwir da gerzhout en he fenn ha d'he derc'houezañ. An den nobl-se, diwar ar maez, pa chome paour, er-maez an itrikerezh hag ar c'hoant da binvidikaat, doujadusoc'h, n'eus ket." (Emgounioù bugaleerezh ha yaouankiz)