1488
: Kollidigezh an dishualded
Feur-emglev 1532 a zo ar « Feur-emglev
eus Unvaniezh Breizh ha Bro-C’hall » hogen adalek
1488 eo e kollas Duged Breizh o beli gwirion, pa voe
aloubet Breizh war urzh Anne de Beaujeu, war zigarez
pakañ-krog e priñsed ‘zo, en o zouez Dug
Orleañs (a yeas da roue diwezhatoc’h : Loeiz
XII), repuet e lez an Dug Frañsez II e genderv.
Trec’het a-grenn e voe al lu Breizh e Sant Albin an
Hiliberenn d’an 28 a viz Gouere 1488 (5000 a dud lazhet),
ar pezh a redias an Frañsez II da sinañ
Feur-emglev ar Gwerge, a venege n’helle ket e verc’h
Anna, pennhêrez an dugelezh, dimeziñ hep
asant Roue Frañs. Teir sizhun war-lerc’h, d’an
9 a viz Gwengolo 1488, e varvas an dug diwar ar glac’har
da vezañ bet kollet un dishualded bet gounezet
gant priz ar gwad c’hwec’h kantved a-raok. E bennhêrez,
Anna Vreizh n’he doa nemet daouzek bloaz hag a srourmas
neuze, he buhez-pad da virout frankiz he dugelezh.
Dre ziv wech e rankas Anna Vreizh dimeziñ
gant rouaned c’hall. Da gentañ gant Charlez VIII
(dre heg) ha damc’houde gant Loeiz XII, kenderv he zad,
en doa stourmet padal diouzh tu ar Vretoned e emgann
Sant Albin-An-Hiliberenn ! Betek he zremenvan e miz
Genver 1514 ez enebas ouzh dimeziñ Glaoda a Vro-C’hall,
he merc’h henañ, gant Frañsez Angoulême,
a oa o vont da sevel war an tron da heul Loeiz XII :
Frañsez Kentañ. Hogen e miz Mae 1514 e
voe lidet an eured.
Roue nevez bro-C’hall, Frañsez
Kentañ a dorras meur a wech neuze kevrat-dimeziñ
Anna Vreizh (1499) gant ar mennad da stagañ da
vat Breizh ouzh e rouantelezh :
- E 1514 : lakaat a reas Glaoda e wreg
da legadiñ an dugelezh dezhañ (Ebrel 1515)
ha dambrest goude o venegiñ e oa roet da viken
(Mezheven 1515). Gwallerezh kentañ ar c’hevrat-priediñ.
- En 1524 : Delfin rouantelezh Frañs, mab henañ
Glaoda ha Frañsez Kentañ, a voe sakret
Dug e Breizh e Roazhon (Frañsez III), daoust
ma argusas Breujoù Breizh e ranke an titl mont
gant an eil pennhêr gour, da lavarout eo Herri.
Eil gwallaerezh ar c’hevrat-priediñ.
|
|