Folled, huñvreerion, ur strolladig-plouz,
ur c'hartouron, un c'havailh, un irienn, un disujidigezh, un
emsavidigezh, un taol-dispac'h. Diskennidi hon hendadoù
a zo deuet diouzh Irwerzhon, Kembre, Kernev-veur, bro-Skos pe
diouzh Enez-Vanav. Diskennidi omp eus ar vrezelourion o deus
stourmet ouzh Caius Julius ; bugale ar voraerion wenedad faezhet
dre ziouer a avel ; bugale omp d'an holl re o deus kemeret perzh
en arme a oa aet war sikour Verkingetoriks e traped Alezia ;
hêred omp eus ar sevenadur keltiek a gaver ennañ
an Drouized a lide ar c'houlzioù-amzer paz ae an heol
an deizioù da guzh. Diskennidi omp eus ar varc'heion
o deus stourmet dindan urzhioù hor Roue Meur Nevenoe
a-enep Karlez-Voal ; bugale vihan ar varc'heion o deus ambrouget
an Dug Pêr Dreux lesanvet Brizhkloareg d'ar Goaziadeg
da zifenn ar frankizioù. Diskenn a reomp eus kumpagnuned
Gwilhom An Alouber a c'hounezas Bro-Saoz. Diskennidi omp d'ar
servijerion feal a reas degemer mat d'an Dug Yann IV o tistreiñ
eus e harlu. Bez ez omp - lorc'h a zo ennomp – diskennidi ar
re en em gannas hag a varvas e emgann Sant-Albin-An-Hiliberenn.
Bugale vihan ar re a servijas gant lealded an Dugez Anna. Diskennidi
omp d'ar re a gemeras perzh e irienn Markiz Pont-Kaleg, d'ar
re a yeas a-du gant ar Chouaned hag ar Vandeiz hag a voe fuzulhiet,
a varvas e-pad an Droiad d'ar Gwalarn pe da geñver dilestradeg
Kiberen, a vo dibennet gant ar Gwilhotin pe a c'houzañvas
dindan an Dispac'h Gall. Diskenn a reomp eus ar re a zo skrivet
o anvioù war monumantoù ar re varv, en hor c'hêrioù
hag war ar maez, lazhadeget e Verdun war Hent an Itronezed.
Diskenn a reomp diouzh ar re na zegemerjont ket an Dalc'hidigezh
Alaman. Kerent bugale skoliataet e brezhoneg omp. Un dornadig
tud omp, seizh diazezerion TUDJENTIL BREIZH / Kevredigezh Noblañsoù
Breizh : Jakez, Emmanuel, Tepod , Olier, Huberzh, Florañs
ha Loeiz.